#lambal — Public Fediverse posts
Live and recent posts from across the Fediverse tagged #lambal, aggregated by home.social.
-
Ankeniet eo pennoù bras ar C’hooperl ? En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs. 🧐
Hervez an desaverien hag an arbennigourien ez eo disoc’h ugent vloaz postadurioù arc’hant e-barzh obererezhioù pelloc’h-pellañ diouzh ar produioù labour-douar.
#breizh #bzhg #brezhoneg #cooperl #enklask #kelaouin #labourdouar #lambal
-
Ar C’hooperl ? Sur vat ho peus gwelet dija ho kirri-samm war hentoù Breizh, leun a pennoù moc’h, boued loened pe hañvouez. Kevelouri (pe koperativ) vrasañ eus bed ar c’hig moc’h eo ar C’hooperl, ha ganti e vez dibabet penaos e labour hec’h izili. Ganti e vez dibabet ivez pegement e vez paeet ar c’hilo kig moc’h hag emañ dindan priz ar marc’had er mare-mañ. A-walc’h da lakaat desaverien zo da vont kuit... 👇