home.social

#kelaouin — Public Fediverse posts

Live and recent posts from across the Fediverse tagged #kelaouin, aggregated by home.social.

fetched live
  1. {#Bzhg} E lizher kelaouiñ « Splann ! » miz Eost, e vo kontet deoc'h peseurt mod oe bet nullet ur pikol raktres krouet get Feda Wardak, war ar mor o sevel. Sañset e vehe bet staliet war an draezhenn ruz e Releg-Kerhuon. 📣

    « Kudennoù surañtez » a respont an ti-kêr hag ar leurenn Quartz... Estroc'h a c'hellehe bout. 1/

    #splann #breizh #brezhoneg #pennarbed #finistere #bretagne #kelaouin #keleier #journalisme #presse #brest #guingamp #gwengamp #kazeten

  2. Muioc’h-mui a betoñs vez gwellet war aodoù Breizh. Sañset e oa lezenn an aodoù gwareziñ anezhe abaoe 1986 met war ar seblant, n’eo ket kap digreskiñ gwask ar c’hêriekaat warne. 👷 1/

    #splann #breizh #bzhg #brezhoneg #kelaouin #pennarbed #landivizio

  3. Pa vez sakrifiet an douaroù labour-douar ha naturel evit al lojeiz, ne vez ket kavet bepred prosperite. 🏘️

    « Splann ! » a diskoach ul listenn kumunioù eus Breizh a vez diboblet goude bezañ bet betoned. An dra-se vez gwellet e Kerlouan, war aod ar Mojennoù (29). 1/

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #enklask #arvor

  4. 🔴 [Enklask nevez] War aodoù Breizh e vez lonket an douaroù labour-douar, ar pradeier hag ar gwernioù gant savadurioù a bep seurt.

    Embann a ra « Splann ! » kartennoù nevez ha resis-kenañ o tiskouez ez eus bet 8.000 devezh arat (4.000 ha) goloet gant koltar ha betoñs en dek vloaz tremenet. Ha n’eus netra da virout ouzh ar c’heriekaat-mañ da vont war-raok en desped d’ar reolennoù melestradurel. 1/

    #bzhg #brezhoneg #breizh #splann #enklask #kelaouin

  5. An dud a bae tailhoù war o goproù a c’hello kaout e 2025 un distaol 66 % war ar sammad roet d’ur gevredigezh « a dalvoudegezh evit an holl » gant ma vo graet ar prof hiriv a-raok hanternoz. 📻

    Gant France Bleu Breizh Izel (ici Breizh Izel) eo bet dibabet skouer « Splann ! » evit lakaat da gompren ar mod broudañ-se d’ar c’henskoazell.

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #keleier #enklask

  6. « Dizoloet ‘meus pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel », Faustine Sternberg 💬

    A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Ba mesk skipailh kazetennerien « Splann ! » vez kavet Faustine. Ar c’hoant da gelaouiñ gant un doare dizalc’h eo ar pezh en deus bountet Faustine da vont en darempred, e 2020, gant ur strollad en deus krouet « Splann ! »…

    splann.org/br/drugarez-skipail

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #gwengamp #enklask #labourdouar #kelaouin

  7. « Krouiñ Splann ! evit leuniañ un toull titouroù e Breizh », Juliette Cabaço Roger 💬

    A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Kit d’ober anaoudegezh hiri gant Juliette Cabaço Roger. Pa‘deus kroget da sevel pennadoù-enklask en estren broioù, eo bet re ziaes dezhi mont war-gil...war lec’h oe bet kenkrouet « Splann ! » ganti.

    (également disponible en français)

    splann.org/br/drugarez-skipail

    #breizh #bzhg #brezhoneg #kelaouin

  8. {Bzhg} Ret e vo da skipailh melldroad Brest c'hoari e grogadoù Kevre ar Gampioned e Gwengamp abalamour ma n'eo ket mat a-walc'h ho stad. 💶

    Ur sportva nevez a zo da vezañ savet. Met, hervez Aotrouniezh an endro, gwelloc'h e vefe adnevesaat ar stad kozh evit sevel unan nevez. 1/

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #brest #gwengamp #kelaouin #enklask

  9. « Tapet on bet gant al labour enklask ba Arc’hantina, o klask peseurt mod e oe bet rastellet douaroù ar pobloù henvroat », Caroline Trouillet 🐎

    A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Hiri, e kinnigomp deoc’h ober anaoudegezh gant Caroline Trouillet, erruet e-barzh skipailh « Splann ! » e miz Gwengolo. He deus labouret war an enklask kentañ diwar-benn an amoniak...

    splann.org/br/drugarez-skipail

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #kazetennerez #gwengamp #enklask

  10. « "Splann !" a sav pennadoù diwar-benn sujedoù luziet », Julie Lallouët-Geffroy 🧐

    A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Grit anaoudegezh gant kazetennerien ar skipailh, o kregiñ gant Julie Lallouët-Geffroy. He deus savet he doare da labourat en ur lakaat ar gaoz diwar-benn ar cheu a oa tro dro d’ar raktres aerborzh e Ker-Itron-Al-Lan...

    👉 En em ginnig a ra amañ : splann.org/br/drugarez-skipail

    #splann #breizh #bzhg #brezhoneg #kelaouin #kazetennerez #enklask #labourdouar

  11. Bloaz goude an tan-gwall bet c’hoarvezet e labouradeg Livbag e Pont ar Veuzenn (29), en deus embannet ar BEA-RI (Burev Enklask ha dielfennañ war ar riskloù greantel) ne oa ket bet lakaet an tan gant unan bennak droukyoulek. ⚡

    Padal e laka war wel ar rentañ-kont kudennoù surentez er greizenn-se hag a zo klaset Seveso a live uhel anezhi. 1/

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #livbag #pennarbed #enklask #kelaouin #pontarveuzenn #autoliv

  12. Emaomp o prientiñ deoc'h enklaskoù hag abadennoù nevez e-pad an hañv. Hag evel just e chomomp war evezh diwar-benn ar c'heleier e Breizh. 💥

    A-drugarez d'an arc'hant e vez roet ganeoc'h e c'hallomp labourat ha ledanaat hon skipailh. Sikour a rit ac'hanomp ?

    splann.org/br/archantaouin/

    #breizh #bzhg #brezhoneg #splann #kelaouin #kazetenner #enklask

  13. Listri dudi bras-divent ha lorc’hus : Chanterioù an Atlantel a zo fleurenn industriezh ar Frañs. 🛟

    Met en tu all d’an arouez, e-kreiz moged ar souderien ha flaer an tireoul o tiverañ, e kaver na pet implijad embregerezhioù eil-kevratour lakaet war var da zanvezennoù pistrius.

    #breizh #bzhg #brezhoneg #santnazer #industriezh #splann #enklask #kelaouin

  14. {#Bzhg} Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger ha Tunvezh Gloaguen-Grandjean. 📻 1/

    youtube.com/watch?v=5XLHU27ElT

    #breizh #brezhoneg #kelaouin #radiobreizh #splann #lamballe #bretagne #cooperl #cochon #elevage #alimentation #agriculture #agroalimentaire #agroindustrie #enquete #enklask #journalisme #interview

  15. Ar pennadoù skrivet ganeomp a lak war-wel sujedoù pouezus war an hir dermen. Gellet a reont bezañ lennet pell goude bezañ bet embannet. C'hoant ho peus adlenn anezho ? 🔎

    splann.org/br/ur-sell-war-gil-

    #breizh #brezhoneg #bzhg #enklask #kelaouin #kazetenner #splann

  16. {Bzhg} Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tunvezh Gloaguen-Grandjean (Radio Kreiz-Breizh Radio Breizh). 📻

    Ar miz-mañ e vez lakaet ar gaoz diwar-benn ur pestisid, ar S-metaloklore, en deus saotret kalzig dour stêrioù Breizh...

    youtu.be/gU9Rn1G0o1o?si=f6V63r

    #breizh #brezhoneg #bzhg #enklask #kelaouin #kazetenner

  17. Ankeniet eo pennoù bras ar C’hooperl ? En tu all d’an daou di salezonoù bet serret, bilañsoù diwezhañ kontoù ar C’hooperl ha meur a lizher diabarzh a ziskouez splann diaesterioù ekonomikel meur oberour pennañ ar sevel moc’h er Frañs. 🧐

    Hervez an desaverien hag an arbennigourien ez eo disoc’h ugent vloaz postadurioù arc’hant e-barzh obererezhioù pelloc’h-pellañ diouzh ar produioù labour-douar.

    splann.org/br/enklask/cooperl-

    #breizh #bzhg #brezhoneg #cooperl #enklask #kelaouin #labourdouar #lambal

  18. 🛑 Pelloc’h-pellañ eus hec’h izili ez a ar C’hooperl ? Marteze he deus bet c’hoant kreskiñ diwar goust an desaverien ?

    Gall a reer lenn en hon enklask nevez penaos eo deuet da vezañ un embregerezh ramzel ar gevelouri bet ganet e Lambaol. Klask a ra dastum ar muiañ a arc’hant posubl eus he 3.000 ezel. Rak e tu all ar bed, emañ ar C’hooperl o koll arc’hant.

    splann.org/br/degemer/

    #breizh #brezhoneg #bzhg #cooperl #lambaol #enklask #kelaouin

  19. Ul lec’hienn nevez zo bet krouet evit « Splann ! » gant François Leghima. Labouret en deus start evit ma vefe buanoc’h ha aesoc’h da implijout. Warni e c’haller kavout hon enklaskoù, an darvoudoù da zont, hor videoioù, hon podkastoù hag evel-just ar boutoñs evit reiñ arc’hant. Kit war splann.org evit dizoleiñ ar pezh zo nevez. 😉

    splann.org/br/degemer/

    #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #kelaouin

  20. {Bzhg} Lakaet ho peus hoc'h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ ? Kaset e vo hini miz Here a-benn nebeut-tre. Digoust eo hag e chomo ! 😉

    Lakaet e vo ar gaoz ar wech mañ diwar-benn pegent tenn e krog da vezañ ar jeu tro-dro d'an tourioù-avel e Kreiz-Breizh. Traoù nevez e vo da lenn ivez diwar-benn an ensteudoù Essure, bloaz zo goude m’az eo bet embannet hon enklask.

    👉 Emgav war : splann.org/br/rein/#newsletter

    #breizh #brezhoneg #bzhg #kelaouin #kreizbreizh #enklask

  21. {#Bzhg} Skipailh « Splann ! » a vo e Roazhon disadorn a-hed an abardaez evit kemer perzh e 6vet Gwilajenn an traoù posubl. Un darvoud aozet gant @alternatiba. 1/ 🌻

    #breizh #roazhon #brezhoneg #splann #kelaouin #ekologiezh

  22. Ar Safer, benveg merañ gwerzh an douaroù ? Pe kentoc'h « benveg merglet merañ gwerzh an douaroù », eme Julie Lallouët-Geffroy en enklask nevez embannet gant « Splann ! ». Brasoc'h-brasañ eo tiez-feurm Breizh. Padal 'neus ket kalz a c'hallout gant ar Safer, a ra war-dro nebeut a doserioù. Kollet eo bet gant Breizh ur c'hard eus hec'h atantoù e dek vloaz. 🥦

    #breizh #bzhg #brezhoneg #splann #kelaouin

    splann.org/br/ar-safer-benveg-

  23. 🔴 « Brezel ar parkeier », enklask nevez « Splann ! »

    Kaoz e vo eus penaos staliañ labourerien-douar yaouank e-pad saloñs an desevel loened (Space) hag a grog hiziv e Roazhon. Ur pal politikel lakaet diaes abalamour da embregerezhioù bras a c'hoari gant ar reolennoù. Dizoloit penaos e vez graet gant tud zo evit kaout ouzhpenn 1.000 devezh-arat hep bezañ direnket gant ar Stad. 👨‍🌾

    splann.org/br/brezel-ar-parkei

    #breizh #brezhoneg #bzhg #roazhon #kelaouin

  24. 🔴 Titouroù « Splann ! » - Hervez lez-varn velestradurel Roazhon n'eo ket bet kontrolet a-walc'h lazhti greantel Brieg (Intermarché), nag hini ar Faoued (Eureden). Aet eo ar maout gant L214 neuze. Displegañ a reomp deoc'h. 🧵

    #bzhg #brezhoneg #breizh #kelaouin

Share on Mastodon

Enter the server where you have an account.