home.social

#labourdouar — Public Fediverse posts

Live and recent posts from across the Fediverse tagged #labourdouar, aggregated by home.social.

  1. Plijet oc’h bet ar wech kentañ m’hon eus gwerzhet levrigoù paper dre internet, e miz Du. Neuzen hon eus divizet ober an eil koulzad gwerzhañ a bado betek disul 27 a viz Ebrel. 🤩

    Enklaskoù « Splann ! » a vez moullet war baper ivez : gant levrigoù bihan ha divyezhek e c’hallit lenn c’hwec’h eus hon enklaskoù breton. Aes eo da gas anezhe e pep lec’h ha da reiñ d’ho mignoned ! 1/

    #splann #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #kazetenner #gwengamp

  2. « Dizoloet ‘meus pegen luziet ha pouezus e c’hell bezañ ar c’heleier lec’hel », Faustine Sternberg 💬

    A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Ba mesk skipailh kazetennerien « Splann ! » vez kavet Faustine. Ar c’hoant da gelaouiñ gant un doare dizalc’h eo ar pezh en deus bountet Faustine da vont en darempred, e 2020, gant ur strollad en deus krouet « Splann ! »…

    splann.org/br/drugarez-skipail

    #splann #breizh #brezhoneg #bzhg #gwengamp #enklask #labourdouar #kelaouin

  3. « "Splann !" a sav pennadoù diwar-benn sujedoù luziet », Julie Lallouët-Geffroy 🧐

    A-drugarez d’ho harp he deus kresket hon skipailh ar bloaz-mañ. Grit anaoudegezh gant kazetennerien ar skipailh, o kregiñ gant Julie Lallouët-Geffroy. He deus savet he doare da labourat en ur lakaat ar gaoz diwar-benn ar cheu a oa tro dro d’ar raktres aerborzh e Ker-Itron-Al-Lan...

    👉 En em ginnig a ra amañ : splann.org/br/drugarez-skipail

    #splann #breizh #bzhg #brezhoneg #kelaouin #kazetennerez #enklask #labourdouar

  4. Gant « Splann ! » e vo diguzhet sistem an FNSEA dre beder skeudenn alc’hwez a ro taolenn sindikad brasañ labour-douar ar Frañs. Ur gartennouriezh diembann betek-henn a ziskoach o respetadoù liesseurt. 👔

    Un enklask bet kaset gant « Splann ! », Lighthouse Reports, The Europeans, Front Story, Taz hag L’Espresso.

    (également disponible en français)

    👉 Lennit an enklask : splann.org/br/lobi-labour-doua

    #breizh #bzhg #brezhoneg #fnsea #labourdouar #penarbed #enklask splann #keleier

  5. Nevez zo, goude mizvezhioù a dabutoù, eo bet adskrivet an diell a renabl ar pezh a lak an dud da vezañ er renk kentañ evit kaout tachennoù labour-douar (Schéma directeur des exploitations agricoles, SDREA). Kaoz e oa dioutañ en hon enklask « Brezel ar parkeier » bet embannet e miz Gwengolo 2023. 🐷

    splann.org/br/tachennou-labour

    #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #fnsea #confederationpaysanne

  6. War ar seblant e klask renerezh ar c'hehentiñ er Safer e vefe eus ur skeudenn vrav gant an aozadur e karg merañ priz an tachennoù labour-douar e Bro-C’hall. Lagad hon wikipedian en deus diskoachet e oa bet klasket meur a wech diverkañ pep tra fall skrivet diwar he fenn eus he fajenn Wikipédia. Hag ar wech diwezhañ ne oa ket pell zo... 👀 1/

    #breizh #brezhoneg #bzhg #safer #labourdouar #keleier #wikipedia

    splann.org/br/parkeier-brezel-