home.social

#kazetenner — Public Fediverse posts

Live and recent posts from across the Fediverse tagged #kazetenner, aggregated by home.social.

  1. {Bzhg} 10 devezh a chom hepken evit prenañ hol levrigoù enklask divyezhek. 🔥

    Na gollit ket amzer : tost echu eo levrigoù zo, evel ar re diwar-benn ar metanaat hag an tachennoù labour-douar. Digor eo ar prantad gwerzhañ war hol lec'hienn internet betek ar 27 a viz Ebrel : un digarez mat da lakaat un tamm brezhoneg en ho ti !

    splann.org/br/diwar-benn/urzhi

    #splann #kazetenner #enklask #breizh #pfas #safer #bzhg #brezhoneg #imerys #cooperl #santnazer #kleuziou #metan

  2. Plijet oc’h bet ar wech kentañ m’hon eus gwerzhet levrigoù paper dre internet, e miz Du. Neuzen hon eus divizet ober an eil koulzad gwerzhañ a bado betek disul 27 a viz Ebrel. 🤩

    Enklaskoù « Splann ! » a vez moullet war baper ivez : gant levrigoù bihan ha divyezhek e c’hallit lenn c’hwec’h eus hon enklaskoù breton. Aes eo da gas anezhe e pep lec’h ha da reiñ d’ho mignoned ! 1/

    #splann #breizh #bzhg #brezhoneg #enklask #labourdouar #kazetenner #gwengamp

  3. Emaomp o prientiñ deoc'h enklaskoù hag abadennoù nevez e-pad an hañv. Hag evel just e chomomp war evezh diwar-benn ar c'heleier e Breizh. 💥

    A-drugarez d'an arc'hant e vez roet ganeoc'h e c'hallomp labourat ha ledanaat hon skipailh. Sikour a rit ac'hanomp ?

    splann.org/br/archantaouin/

    #breizh #bzhg #brezhoneg #splann #kelaouin #kazetenner #enklask

  4. Ar pennadoù skrivet ganeomp a lak war-wel sujedoù pouezus war an hir dermen. Gellet a reont bezañ lennet pell goude bezañ bet embannet. C'hoant ho peus adlenn anezho ? 🔎

    splann.org/br/ur-sell-war-gil-

    #breizh #brezhoneg #bzhg #enklask #kelaouin #kazetenner #splann

  5. {Bzhg} Bep miz e vez graet ur sell prim ganeomp war lizher-kelaouiñ « Splann ! » dre lakaat ar gaoz war unan eus sujedoù al lizher. Gant Juliette Cabaço Roger (« Splann ! ») ha Tunvezh Gloaguen-Grandjean (Radio Kreiz-Breizh Radio Breizh). 📻

    Ar miz-mañ e vez lakaet ar gaoz diwar-benn ur pestisid, ar S-metaloklore, en deus saotret kalzig dour stêrioù Breizh...

    youtu.be/gU9Rn1G0o1o?si=f6V63r

    #breizh #brezhoneg #bzhg #enklask #kelaouin #kazetenner

  6. Mersi bras d’an 294 den o deus roet arc’hant da « Splann ! ». E penn kentañ ar miz. Dastument eo bet dija 19.318 euro, da lâret eo 64 % eus hon fal evit fin ar bloaz. 💸

    Evit ar re a vez paeet tailhoù ganto ez eus tu tennañ 66% eus ar sammad roet diouto.

    splann.org/br/archantaouin/

    #brezhoneg #bzhg #breizh #enklask #keleier #kazetenner