home.social

#dansoubreizh — Public Fediverse posts

Live and recent posts from across the Fediverse tagged #dansoubreizh, aggregated by home.social.

  1. Hag anavezout a rit ar festival #DeusTa ? Gouel sevenadur #Breizh e #Brest eo, dalc'het d'an 8 a viz Du. Emañ ar skritell o paouez mont maez ! 🤩

    Seniñ a rimp d'an deiz-se er Gapusined !

    #fañfar #sonerezhBreizh #dansoùBreizh #brezhoneg

  2. Stank eo ar sadornvezh-mañ !

    Da 4e e sonimp evit an davarn Melardit e #Lokmelar, evit lidañ he deizh ha bloaz.

    Ha kendalc'het vo gant ur #festnoz e #PlouneourMenez evit souten ar greizenn yec'hed nevez
    mobilizon.fr/events/08343f26-0

    Deuit da zañsal ganeomp!
    #fañfar #festnoz #dansoùBreizh #PennArBed

  3. Ni 'oa gant ar GoPro evit filmañ hon tonioù, met tud all (tud a-feson !) 'oa gant binvioù kalz gwelloc'h ha setu neuze ul lodenn eus hon dañs An dro filmet gant Francis Fichet.

    Mersi bras dezhañ !
    video.fedi.bzh/w/r3VxXT3E1R9ft

    #breizh #FestNoz #AnDro #dañs #DañsoùBreizh